Yao Wenyuan

Bet ganet e 1931 e Shanghai en doa kroget Yao Wenyuan (姚文元; pinyin: Yáo Wényuán) gant e vuhez skrivagner ha buruteller lennegel. E dad a oa ur skrivagner brudet ivez.

Goude bezañ en em gavet gant Zhang Chunqiao e ouestlas e vuhez da gas koulzadoù diskar skrivagnerien. D'an Dispac'h Sevenadurel e voe roet lañs d'an 10 Du 1965 dre e bennad "Diskar Hai Rui" (e sinaeg : 海瑞罢官; pinyin: Hăi Ruì bà guān), bet goulennet gant Mao Zedong. E miz Ebrel 1969 ez eas e Komite Kreiz Strollad Komunour Sina, e-karg eus ar propaganda. E miz Here 1976 e voe harzet ha kondaonet da 20 vloavezh toull-bac'h.

D'an 23 Here 1996 e voe dieubet. Da sevel ul levr diwar-benn istor e vro e ouestlas ar peurrest eus e vuhez.

D'an 23 Kerzu 2005 ez eas da anaon. An hini diwezhañ eus Bandenn ar pevar e oa pa oa marv Jiang Qing (gwreg Mao) e 1996, Wang Hongwen e 1992 ha Zhang Chunqiao e 2005.


Developed by StudentB